Ar vuhez, pebezh avantur !

Un avantur eo pep buhez, un avantur dibar, gant he flijadurioù hag he foanioù, he reuziadoù birvilh hag he frapadoù arvar, he skoilhoù hag hec’h emgavioù dic’hortoz, he hentoù-treuz, an traoù a sevener ha, bep ma’z eer gant an hent, ar c’hoant, an ezhomm groñs zoken da desteniañ ha da gontañ anezhi da dud all. Dellezek eo pep buhez da vezañ kontet, abalamour d’ober an danevell eus un treizh ha da lavaret ar ster anezhañ, evit lakaat tud all da gompren e-barzh trivliadennoù ha talvoudoù.

Skridoù-Buhez Breizh, Biographies de Bretagne e galleg, eo an hini a selaou ac’hanoc’h, evezhiek ha didrouz, an hini a lakay danevell ho puhez, hini ho koublad pe ho kerent war baper ul levr. Ma’z oc’h ur c’hrouer pe ur rener e c’hallo ivez ar skrid-buhez bezañ hini hoc’h embregerezh, liammet-start ouzh ar pezh a ya d’ober ac’hanoc’h. Gallout a ra ar skrid-buhez bezañ hini ho kumuniezh obererezh c’hoazh (kevredigezh, klub sport, kenwarez, sindikad, strollad arzourien, ti-yec’hed...), ur gumuniezh hag a zo ur « mad boutin », hag a fell deoc’h lakaat he c’hefridi hag he spered da badout en ur chom feal d’ar rummadoù tud e karg ha buhezourien a zo bet araozoc’h.

Deux pêcheurs en mer années 50
Histoire de France mythes et réalités

Al levrioù, arouezioù ur gwir eskemm

Traoù prizius eo al levrioù rak un dalvoudegezh dibar a vez roet dezho gant hor c’hevredigezh, hini an traoù skrivet. Evel-se e soñjomp ivez end-eeun. Ha chom a ra al levrioù profoù a-feson da-geñver ar gouelioù, ha ni e mare an traoù niverel, abalamour ma’z int arouezioù ur gwir eskemm, evit an dud a ro kenkoulz hag evit ar re a resev anezho. Mignoned a’r gwellañ eo al levrioù pa vez anv da skignañ ha da gontañ ur memor ha talvoudoù a rumm ha rumm, ha d’an dra-se e talvez ar skridoù-buhez.

Lakaat en ho servij hor barregezhioù a-fet teknikoù ha tud

Stummet on bet ouzh an istor ha kenlabouret em eus gant tud all da ren ha da skrivañ meur a levr, en o zouez « Histoire de France : mythes et réalités » (embannadurioù Erès) asambles gant an istorourez c’hall veur Suzanne Citron hag ar gwiraer Yves Plasseraud. Kuzuliet em eus bet embregerezhioù evit arc’hantañ mennadoù nevezus, ha dilennad rannvroel ha lec’hel on bet e-pad ugent vloaz. Gant-se e anavezan mat-tre douar hag ekonomiezh Breizh. Sot-pitilh on gant al lizhiri hag an eskemm soñjoù, ha sinet em eus tost da 300 pennad e kazetennoù ar rannvro. Mennet on da lakaat ma fluenn en ho servij.

Keveler un ti-moullañ ha n’en deus ket e bar e Breizh

Ma fell deoc’h choaz hoc’h-unan ho mouller e chomo labour Skridoù-Buhez Breizh a-sav d’ar c’houlz ma lavaroc’h e vo mat deoc’h an destenn hor bo savet en ur selaou ac’hanoc’h. Met kinnig a reomp deoc’h labourat gant hor mouller keveler.

Abalamour d’hor c’hredennoù start ha d’hor buhezegezh, Skridoù-Buhez Breizh ne voullo ket ho skrid-buhez er-maez eus Breizh : dismegañs e vefe eus hor perzh. Hor c’heveler, ar « PAM » e Brest, zo un ti-moullañ gwirion renet gant un tiegezh, staliet e-kreiz kêr, bet diazezet e 1928, ha dezhañ ur glad mekanikel hag arzel eus ar re builhañ. E rener, Grégory ar Brizh, mab-bihan an diazezer, zo sot gant e vicher hag ivez gant an istor hag an arzoù : www.pam-imprimerie-brest.fr

Deuit e darempred ganeomp evit un emgav kentañ, da welet

E rubrikennoù al lec’hienn internet-mañ e kavoc’h ar respontoù d’an darn vrasañ eus ho koulennoù, met pediñ a reomp ac’hanoc’h da zont davedomp evelkent. Setu ne varc’hatait ket da zont e darempred ganeomp evit kaozeal eus ho mennad. Gant an emgav kentañ ne vioc’h endalc’het da netra.

A galon ganeoc’h.


Kristian Guyonvarc'h
Diazezer Skridoù-Buhez Breizh

Jeune femme costume breton 1920